Annwn - E Parrez Langonned Тексты

Kenavo ma zad, ma mamm
Kenavo mignoned
Kenavo deoc'h tud yaouank
Eus parrez Langonned

Ne oa ket roet din ar choaz
Dav oa din partiel
Kaset oan war ar mor bras
Kuitaet ma Breizh-Izel

Me oa-me gwall glac'haret
'Vont d'ober ma servij
Lesket 'moa e Langonned
Fleurenn ma yaouankiz

Lesket 'moa e ti he mamm
Ma mestrezig karet
Kaset oan d'an Oriant
Ha du-se oan gwisket

Berv e oa ma daoulagad
An avel oa uhel
Barzh an neñv e oa stered
Daole din sklerijenn

Ma vijen bet e skolioù
'M bije skrivet ul lizher
'Vit kontañ ma holl boanioù
Ha ma brasañ mizer

An eostig save d'al lein
Ha gane melodi
Kavet din ma Breizh-Izel
Erru oan 'barzh ma zi

Kentañ hin' am boa kavet
Oa 'vatezhig vihan
Ha ganti 'm boa goulennet
E-menn 'mañ 'r plac'h yaouank
En ur glevet kement-all
Me oa chomet souezhet
'C'haloupat da benn kêr all
Du-se em boa gwelet
Этот текст прочитали 414 раз.